Lettre de journalistes et professionnel·les de la presse adressée à la Région Bretagne,

Lettre de journalistes et professionnel·les de la presse adressée à la Région Bretagne,

à Loïg Chesnais-Girard, président

Jean-Michel Le Boulanger, vice-président, chargé de la culture et de la démocratie régionale

Olivier Allain, vice-président, chargé de l’agriculture et de l’agroalimentaire

Lena Louarn, vice-présidente, chargée des langues de Bretagne

C’est la première région laitière de France. Près de la moitié de la viande y est produite. La Bretagne est au cœur du système agricole national, au cœur de tous les enjeux d’ampleur qui y sont liés : santé, environnement, social… Et pourtant, il est très difficile d’informer correctement sur un secteur omniprésent dans notre région : l’agroalimentaire.

Des journalistes sont poursuivi·es en diffamation ou mis·es au placard pour leurs enquêtes, tandis que d’autres, précaires, peinent à retrouver des emplois. Des articles sont censurés, des sujets pas abordés de peur de fâcher les annonceurs, et des subventions municipales sont coupées, comme ce fut le cas pour une radio en pleine émission sur l’élevage intensif.

Le cas d’Inès Léraud est l’exemple de trop. Journaliste et co-auteure de la bande dessinée « Algues vertes, l’histoire interdite », elle subit des pressions, dénoncées par un comité de soutien qui s’est monté pour défendre son travail. Le salon du livre de Quintin l’invite ? Sa venue est annulée après l’intervention d’un élu local, également salarié de la chambre d’agriculture des Côtes-d’Armor, comme le révèle Le Canard enchaîné en mars 2020. Une édition en breton de sa BD est à l’étude ? L’éditeur Skol Vreizh y renonce, en partie « du fait de l’influence au sein du conseil régional de personnes en charge de l’agriculture », selon son président cité par France 3, le 20 mai 2020.

Il est inacceptable qu’une maison d’édition en arrive à s’auto-censurer de peur d’être sanctionnée financièrement par la collectivité. Que doit-on y voir ? Que des intérêts privés liés à l’agro-industrie pourraient influencer les attributions de budgets et les décisions des représentant·es de la région ? Il aura fallu la publication d’une tribune, le 8 mai, dans Libération pour qu’une partie du monde culturel breton s’indigne. Une réaction à la suite de laquelle vous, MM. Chesnais-Girard et Le Boulanger, avez décidé d’apporter publiquement votre soutien à la journaliste Inès Léraud. Mais les interrogations persistent quant à la liberté réelle d’informer sur ce sujet.

Les citoyen·nes et administré·es ont besoin d’enquêtes journalistiques qui lèvent le voile. La région Bretagne, collectivité que vous présidez, ne peut laisser place au doute quant à son attachement à la liberté d’informer et d’être informé·es correctement. D’autant plus que le succès de l’ouvrage « Algues vertes, l’histoire interdite », écoulé à 46.000 exemplaires, témoigne de l’intérêt croissant des citoyen·s sur les enjeux et pratiques de l’agroalimentaire.

C’est pourquoi, par la présente, nous, journalistes et professionnel.les de la presse, vous demandons de :

  • Contribuer à garantir une information et une parole publique libre sur les enjeux de l’agroalimentaire en Bretagne, et veiller à ce qu’aucune subvention de média associatif ne soit supprimée, au motif que des journalistes auraient signé cette lettre. Nous y veillerons aussi.
  • Certifier que nous, journalistes, pouvons interroger en toute transparence et indépendance des élu·es et membres des services régionaux sur ces sujets chaque fois que cela est nécessaire.
  • Assurer qu’aucune maison d’édition ne verra ses subventions coupées, maintenant ou dans les prochaines années, pour avoir édité la BD d’Inès Léraud et Pierre Van Hove, « Algues vertes, l’histoire interdite », en breton et en gallo.
  • Intervenir plus largement pour le soutien et la restauration de lieux de formations universitaires à l’information en région.

Et, puisque les ministères de l’Intérieur et de l’Agriculture ont impulsé la création des observatoires départementaux de « l’agribashing », nous vous demandons expressément de contribuer à la création d’un observatoire régional des libertés de la presse. Cet outil indépendant aura pour but de réunir les conditions d’une information transparente et intelligible par tous les Breton·nes. Il devra permettre l’écoute et la protection de journalistes qui viendraient à être inquiété·es pour leurs travaux, et soutenir les enquêtes en cours et à venir.

La lettre que vous avez sous les yeux est l’expression spontanée et déterminée de journalistes qui s’organisent pour faire la lumière sur toutes les zones d’ombre qui entourent l’agro-industrie bretonne, et contourner les murs qui barrent l’information des citoyen·nes. Cette initiative a reçu le soutien enthousiaste de confrères et consœurs, de Bretagne et d’ailleurs, qui y ont apposé leur signature. D’autres n’ont pu le faire, craignant pour leur emploi. Une autocensure qui témoigne d’une loi du silence que nous ne pouvons plus tolérer.

Dans l’attente de votre réponse, veuillez recevoir nos salutations les plus distinguées,

Des journalistes et professionnel.les de la presse


[BZHG]

Kaset eo al lizher mañ gant kazetennerien da Rannvro Breizh,

Loïg Chesnais-Girard, prezidant

Jean-Michel Le Boulanger, bez prezidant e-karg eus ar sevenadur ha eus an demokratelezh rannvroel

Olivier Allain, bez-prezidant e-karg eus al labour-douar ha eus ar boued ha bevañs

Lena Louarn, bez-prezidantez e-karg eus yezhoù Breizh

E Breizh eo ez eus produet ar muiañ a laezh… ha tost un hanter eus ar c’hig e Bro-C’hall. Breizh a zo e kreiz ar sistem labour-douar gall ha dre se emañ stag ouzh an holl zalc’hoù a ya da heul: yec’hed, en-dro, sokial… Koulskoude eo diaes tre kelaouiñ an dud war mod e labour ar stalioù gounezvouedel, stalioù hag a zo hollbouezhus en hor rannvro.

Abalamour d’o enklaskoù ez eus kaset kelaouennerien dirak ar justis en abeg da wallvrudañ. Ul lodenn anezho a zo lakaet en o glud. Gwasoc’h a zo evit an dra se c’hoazh rak hiniennoù ne gavont ket labour ken. Sañsuret ez eus pennadoù-skrid. Nullet ez eus reiñ yalc’hadoù gant ur c’huzul kêr d’ur radio peogwir ez eus bet kinniget gantañ abadennoù diwar benn an agrokimiezh. N’hall ket an nen lakaat ar gaoz war sujedoù zo kuit da lakaat drouk er stalioù a bae tammoù bruderezh skignet er mediaoù… 

Istor Ines Leraud a zo un arrouez eus ar pezh emaomp o paouez taolenniñ. Re zo re. Kazetennerez a zo anezhi ha kenaozerez ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor mouget ». Gwask a zo bet lakaet warni meur a wech. Kement mañ a zo bet disklaeriet gant ur c’huzul skoazell savet a-ratozh evit souten anezhi. Pedet eo bet da vont da gemer perzh e saloñs al levrioù e Kintin? Nullet eo bet ar bedadenn un nebeut devezhioù araok diwar goulenn unan eus eil-maered ar gumun… a zo goprad Kambr al labour-douar en Aodoù-an-Arvor. Kement mañ a zo bet disklaeriet splann gant ar gazetenn Le Canard enchaîné e miz Meurzh 2020. Gant ar soñj emañ Skol Vreizh e brezhoneg da embann ar vandenn-dreset? Divizout a ra ar renerien dilezel ar raktres, a-benn fin ar gont, gant aon ma vefe nullet yalc’hadoù roet gant ar Rannvro d’o stal. Kadarnaet eo bet ar c’heloù mañ gant France 3 d’an 20 a viz Mae.

N’haller ket asantiñ e yafe un ti-embann betek en em sañsuriñ gant aon rak bout kastizet gant un ensavadur lec’hel. Petra a dalv an dra se? Hiniennoù hag a zo e liamm gant sistem ar stalioù gounezvoudel a c’hallfe levezoniñ dilennidi ar Rannvro en o dibab politikel hag arc’hantiñ? A-drugarez d’un destenn frank embannet gant Libération d’an 8 a viz Mae diwar benn an afer se en deus savet an emsav sevenadurel e vouezh. Ha c’hwi, ao. Chesnais-Girard asambles gant ao. Le Boulanger az peus divizet harpañ Ines Leraud, ez-ofisiel. Koulskoude n’eo ket sklaer pep tra…

Evit mad an demokratelezh en deus afer an nen eus enklaskoù kaset gant kazetennerien hag a zo gouest da ziskoachañ tu du hor sevenadurezh hag hon ekonomiezh. Da Rannvro Breizh, bremañ, da ziskouezh emañ stag ouzh ar frankiz da gelaouiñ ha da vezañ kelaouet mat. Gant ar berzh a ra ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor mouget » e weler awalc’h e fell d’ar geodedourien gouzout hiroc’h war mont en dro ha techoù fall ar stalioù gounezvouedel.

Ni, kazetennerien, a c’houlenn ganeoc’h: 

  • Gwarantiñ e c’hallo an nen kelaouiñ, o vezañ dieub, war gement sujed hag a denn d’ar stalioù gounezvouedel e Breizh. Chom hep nullañ ar yalc’hadoù roet d’ar mediaoù kevredigezhel war zigarez e vefe sinet al lizher mañ gant kelaouennerien hag a zo o labourat ganto. War evezh e vimp.
  • Testeniañ e c’hallimp ni, kazetennerien, goulennata kement dilennad ha kement den a zo o labourat gant servijoù ar Rannvro war ar sujedoù se… bep tro ma vo ezhomm. 
  • Touiñ ne vo kollet , gwech ebet, e yalc’hadoù gant un ti-embann hag a lako e brezhoneg pe e gallaoueg ar vandenn-dreset gant Ines Leraud ha Pierre Van Hove, « Bezhin glas, un istor mouget ».
  • Kemer muioc’h a berzh evit souten hag adsevel ar stummadurioù war ar c’helaouiñ er skolioù meur e Breizh.

Dre ma ‘zeus bet roet lañs da grouiñ arsellvaoù evit studiañ an « agribashing » gant minister an diabarzh ha minister al labour-douar e departamantoù zo e c’houlennomp ganeoc’h krouiñ, eus ho tu, un arsellva rannvroel da warantiñ ar frankiz da gelaouiñ. Pal ar benveg dizalc’h mañ a vo reiñ an tu da gelaouiñ ar Bretonezed hag ar Vretoned gant keloù sklaer ha fraezh. Gant an arsellva mañ e ranko bezañ gwarezet ar gazetennerien a c’hallfe bezañ gourdrouzet abalamour d’al labour bet kaset ganto ha souten an enklaskoù a vo renet ganto, en dazont, war ar greanterezh gounezvouedel.

Mennet eo ar gazetennerien a gas al lizher mañ deoc’h da labourat evit lakaat war wel tuioù fall ar stalioù gounezvouedel a zo e Breizh. Mont a rint hebiou an diaezamantoù a vefe savet evit mirout outo kelaouiñ ar geodedourien. Un tamm mat a genlabourerien-ezed eus Breizh ha eus lec’h all a zo savet a-du ganto ha diwar se o deus sinet al lizher mañ, evit lod o c’houzout ez eus riskloù d’en ober. Kazetennerien a zo n’o deus ket gellet sinañ al lizher en aon da vezañ lakaet diaes deiz pe zeiz. N’hallomp ket asantiñ e c’hallfe bezañ dañjerus, e Breizh, difenn ar frankiz da gelaouiñ. 

O c’hortoz ur respont eus ho perzh emaomp. Trugarez deoc’h.

Kazetennerien eus Breizh ha eus Bro-C’hall

Liste des signataires : https://framaforms.org/journalistes-pour-la-liberte-dinformer-sur-lagroalimentaire-en-bretagne-1589998587/public-results

Vous avez aimé cet article? Vous pouvez désormais le partager !

Collectif

Défiler vers le haut