Plantañ gwez evit ar bevliesseurted !

Plantañ gwez evit ar bevliesseurted !
image_pdfimage_print

Petra ‘ta emañ an aridennad bugale-se oc’h ober e-kreizur park d’ur merc’her goude merenn ? Deuet eo bugale kreizenn dudi Sant-Pabu betek park Mathieu Stephan, labourer-douar e Lambaol-Gwitalmeze, evit plantañ gwez ennañ. N’eo an abadenn-mañ nemet un darn eus ar raktres « 1, 2, 3 Garzhaoueg ! » (1, 2, 3 Bocage !, e galleg) kaset da benn abaoe ouzhpenn ur bloaz gant ar gevredigezh Le Petit caillou, eus Lambaol-Gwitalmeze, e Goueled Leon.

Le Petit caillou, ur gevredigezh yaouank
 

Ur gevredigezh yaouank a-walc’h eo Le Petit caillou gant ma oa bet krouet e miz Ebrel 2009. Pal ar gevredigezh-se eo « kizidikaat an holl dud d’an endro ha d’ar mod da wareziñ anezhañ, hag ivez broudañ an oberoù hag a liammo an dud an eil re ouzh ar re all hag ouzh o c’horn-bro ». Labourat a ra war an dachenn e kumun Lambaol- Gwitalmeze ha tro-war-dro. C’hoant o deus ivez da ziorren raktresoù pleustrek war an dachenn, liammet ouzh ar vro, hag « 1, 2, 3 Garzhaoueg ! » a zo unan anezho.
Boulc’het e oa bet ar raktres-mañ e miz Gwengolo 2011, ha meur a bal a zo dezhañ. Da gentañ penn, brudañ ha displegañ pegen pouezus eo ar c’hleuzioù hag ar girzhier evit ar parkeier hag evit gwareziñ ar bevliesseurted. Da eil, lakaat tud ar c’hornad da gemer perzh e buhez ar vro ha reiñ an tu da dud disheñvel da genlabourat tro-dro d’un danvez gant ur pal boutin d’an holl. Hag, a-benn ar fin, pinvidikaat biologiezh ur vro o plantañ gwez hag oc’h adsevel kleuzioù.

« Lambaol-Gwitalmeze a zo bet unan eus parrezioù kentañ Penn-ar-Bed oc’h adlodennañ ar parkeier » a zispleg deomp Céline Chardin e penn ar gevredigezh Le Petit caillou, « hag abaoe hon eus komprenet e oa un dra vat kaout girzhier ha kleuzioù, na pa vefe evit ma c’hellfe ar glaveier mont en douar. » Pa zistrujer an elfennoù-mañ e vez drastet kalite an dour, met ivez hini an aer hag an douar…
Evit kas da benn ar raktres e labouront dreist-holl gant ur gevredigezh all deus ar vro, L’Estran nature hec’h anv.

Kizidikaat ha kehentiñ war talvoudegezh ar Garzhaoueg

Bremañ m’eo bet komprenet e c’hell bezañ fall difraostañ ha dispenn ar c’hleuzioù e fell d’ar gevredigezh distreiñ war an dachenn evit adsevel ar pezh a zo bet diskaret, en ur labourat gant a bep
seurt tud.
A-hed ar bloavezh paset e oa bet graet un toullad traoù gant izili ar gevredigezh evit lakaat ar gaoz war an tem-se ha boulc’hañ gant an oberioù pleustrek. Ha kement ha kregiñ ganti o deus aozet ur bourmenadenn dre an hentoù-treuz e traoñienn ar Froud etre Lambaol ha Gwitalmeze evit displegañ en un doare plijus da betra kaout gwez ha kleuzioù war an tiriad. « Hag evit an taol kentañ eo bet un taol kaer », eme Claude Colin, e penn ar gevredigezh L’Estran nature, bet o kas ar bourmenadenn, « e-pad div eurvezh ez eus bet ouzhpenn 30 den o vont gant an hentoù. » Hag ar mizioù war-lerc’h ez eus bet aozet darvoudoù all, ouzhpenn d’ar pourmenadennoù. Gant m’eo kustum ar gevredigezh Le Petit caillou da labourat gant skolioù ar vro, he deus kinniget ivez, e framm ar raktres « 1, 2, 3 Garzhaoueg ! », abadennoù diwar-benn ar c’hudennoù-se.
E deroù ar bloavezh 2012 e oa bet skignet an teulfilm La magie des haies (o talvezout kement ha “Burzhud ar girzhier” e brezhoneg) e Sal ar gumun – Oaled ar Maezioù e Lambaol-Gwitalmeze. Dre an teulfilm-se, bet skrivet ha sevenet gant Sébastien Bradu ha Marie-Odile Laulanie, e reer anaoudegezh gant tud a bep lec’h e Bro-C’hall, tud hag a zo war micherioù liammet-start ouzh ar girzhier, pe tud a zo o studiañ, o wareziñ, oc’h adplantañ girzhier… Ha dre ar veaj-se e tizoloer pegen pouezus eo ar girzhier evit ar bevliesseurted, ar parkeier, al loened pe c’hoazh ar gweleadoù freatek.

Lakaet eo bet ar gaoz war loened gouez ar c’hoadoù hag ar garzhaoueg a-drugarez d’an
diskouezadeg Arroudenn degemeret e-pad div sizhun. An diskouezadeg-mañ a zo bet savet gant Ti ar C’hoadoù, er Chapel-Nevez (Bro-Dreger). Divyezhek eo, hag ouzhpenn
kinnig 8 loen dibar eus ar c’hoadoù e tiskouez o skeud ha roudoù gwir bet dastumet en natur. Goude bezañ bet e-pad ur sizhun e bourk Lambaol-Gwitalmeze eo bet
staliet an diskouezadeg e skol Keribin e Gwitalmeze.

Mont pelloc’h eget kizidikaat : plantañ gwez !

Gant m’eo bet lakaet da bal ar raktres kas da-benn obererezhioù pleustrek, eo bet aozet meur a goulzad plantañ gwez gant tud ar gevredigezh. Aozet ez eus bet dreist-holl darvoudoù gant bugale.
Ar wech kentañ e oa bet plantet gwez-kistin gant re grenn ha re vras ar skol-vamm, e Lambaol. Ur wech all e oa bugale ur greizenn dudi hag o doa plantet un dek gwezenn wern bennak e-barzh park ul labourer-douar biologel, Mathieu Stephan e anv.
Bremañ, p’emañ ar raktres « 1, 2, 3 Garzhaoueg ! » oc’h echuiñ, e vo embannet ul levrig gant ar
gevredigezh, evit ma talc’ho an dud o deus c’hoant d’en em soñjal diwar-benn ar gwez, ar c’hleuzioù hag ar c’harzhaoueg. « Labouret hon eus gant ur c’hlasad CM1 eus skol Keribin e Gwitalmeze evit dibab 8 spesad gwez a vez kavet puilh en hor bro » eme Céline Chardin, a-raok kenderc’hel « hag evit sevel al levrig hon eus bet tro da genlabourat gant tud a-vicher evit ma vo ul levrig kaer hag a-zoare evit ma c’hello pep hini implijout anezhañ aes. » Gant m’o deus Céline Chardin hag ar gevredigezh Le Petit caillou maread a soñjoù e vo raktresoù all o tont war-wel a-benn nebeut. Daoust hag-eñ e raio unan anezho un heklev d’ur ganaouenn all gant Gweltaz Adeux ? Ha selaouet ‘vo, da skouer, birvilh an dour e Goueled Leon ? 

 
Evit gouzout hiroc’h

Ar gevredigezh Le Petit caillou : http://lepetitcaillou.infini.fr/

 

Vous avez aimé cet article? Vous pouvez désormais le partager !
Avatar

Yves-Marie Derbré-Salaün

Défiler vers le haut